Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Exerciçou evit an Oferen.

Cantic evit disquez peguement a istim

A dleer da ober eus an Oferen, ha peguement a horol a dleer da gaout ouz an irreverançou an Ilis ; Var ton : Pell so eveus a amser, pe var ton guers sant Caourintin.

UNan eus a zeveriou
Principal ur christen
Eo d’ar sul ha d’ar goeliou
Clevet an Oferen ;
Ha nep ne d’a quet bemdez,
Pa ell mont, d’he c’hlevet,
Ne ene quet ar frouez
So enni comprenet.
Ar pris eus hon eneou,
Me lavar goad Jesus,
Hac eus he oll meritou
An tensor precius,
A so dreizi presantet
Da bep christen guirion,
Hac ar myster nevezet
Eus hon redamtion.
Sur ne d’oc’h quet sourcius
Eus ho silvidiguez ,
Hac anaoudec ous Jesus
Evit he drugarez,
Ma n’hen disquezit dezan
O vont d’an Oferen,
Evit caout sonj anezan
Evel ma c’hourc’hemen.
Pa’z ac’h d’ar plaçou santel
Partout da bardona,
Pa iunach bete mervel
Divar dour ha bara,
Quement œuvr vad na profit
A ouffac’h da ober,

Ne dalfent quet ar merit
A ofranç hor Salver.
Pa ve lequeat meritou
An oll sænt assambles,
Hac ivez oll dourmanchou
Ar verzerien memes,
Gant pep seurt austerite
Ha pep seurt pinijen,
Ne blijent quet da Zoue
Queit hac un Oferen.
Ne deus netra quer capabl
Da galmi he goler,
Na d’he renta favorabl
Ha douç en hor c’hêver
Evel ofr ar sacrifiç
Devot d’he vajeste:
An tadou eus an Ilis
Eo a gonis evelse.
Bep heur, siouas ! e pec[’]homp,
Hac un infinite
A boaniou a veritomp,
O tastum dle var dle ;
Penaus eta d’he justiç
Satisfia jamæs,
Nemet ofr ar sacrifiç
A raemp dezâ alies ?
Mæs evit an anaon
Eus an ilis souffrant
E teuer, eme sant Jerom,
Da vouga ho zourmant,
Ha dre voyen peb-unan