Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Pedennou diouz an nôz.

Gloar deoc’h a vrema da viquen.
M’hoc’h ador ive va Salver,
Er sacramant eus an Auter ;
Me gred hac a esper enoc’h,
M’ho car hac ho caro pelloc’h.
M’ho trugareca, va Doue,
Hac ho meul a greis va ene,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet.
Da veza er sacramanchou
Roet remed ouz va fec’hejou,
Hac a guement graç ha faver,
Hoc’h eus biscoas grêt em c’hever.

tan , particulieramant en deiz hirio.
d’an eil poent.

Roït d’in, va Doue, sclerijen
Hac ar speret a binijen,
Evit anaout gant guir regret
Penaus am eus hoc’h offancet.

Goulennomp ar c’hraç da anaout ha da regreti hor pec’hejou.

d’an drede poent.

Guelomp penaus, o va ene,
Hon eus hirio offancet Doue,
Dre sonj, dre goms, dre action,
P’autramant dre omission.
Ha ni hon eus expres guelet,
Clevet na souflret drouc ebet
Control da Zoue da guenta,
Deomp hon-unan ha d’hon nessa ?
Evit anaout guell hor pec’het,
Consideromp peleac’h omp bet,
Gant piou, p’en occasion,
P’eur ha p’en occupation.

Examinomp amâ hor c’honsianc evit clasq ar pec’hejou pere hon eus grêt epad an deiz, oc’h en em arreti particulieramant var ar re ma’z omp muia sujet dezo, ha var ar mancamanchou d’en em acquita eus hon dever.

d’ar pevare poent.

Me am eus regret em ene
D’ho peza offancet, va Doue,
Rac ma’z oc’h mad ha dîn meurbet
Da veza dreist peb tra caret.
Gant ho craç m’en em diouallo

Greomp hor possubl da gaout ur guir regret da veza offancet Doue, ha goulennomp pardon outan oc’h ober ur