Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Pedennou diouz an nôz.

V/. Emitte Spirituum [sic] tuum et creabuntur ; R/. Et renovabis faciem terræ.

Oremus.

DEus, qui corda fidelium Sancti Spiritûs illustratione docuisti, da nobis in eodem Spiritu recta sapere, et de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum Dominum nostrum.

Amen.

An tân deveus ho carantez
Evit ho caret da viquen,
O senti ouzoc’h epmuiquen.
Va Doue, roït deomp ho Speret,
Da sclerrat hon eneou bepret,
Evit m’hor c’hrouet a nevez,
Oc’h ober deomp cheinj a vuez.
Va Doue, c’houi hoc’h eos desquet
Hoc’h oll guirionezou secret
Da galonou ar re fidel
Dre voyen ho Speret Santel.
Grit d’omp dre ar memes Speret
Desqui ar mad, hac he garet,
Ha gant he gonsolation
Caout joa bepret en hor c’halon.
Quement-mâ dre ar meritou
Eus ho map Jesus hon Autrou,
A c’houlennomp, o va Doue!
Belet grêt eta evelse.

CANTIC VAR AR PEMP POENT
Eus an examen a gonsianç diouz an noz. Var an ear gallec : Prosterné d’esprit et de cœur.

An actou-mâ eus ar beden diouz an nôz a ell servijout ivez evit ar beden diouz ar mintin, o lesel emeas au drede poent eus an examen.

d’ar c’henta poent.

En em lequeomp en presanç Doue, adoromp-hen gant feiz, esperangç ha carantez en he andret , ha trugarecaomp-en eus a guement mad hon eus recevet digan-

VA Doue, me gred fermamant
Penaus emoc’h amâ presant,
E sellit ouzin, em c’hlevit,
Hac em c’halon piz e lennit.
M’hoc’h ador,c’houi Tad eternel,
C’houi Map, ha c’houi Speret Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,