Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/689

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
669
Oræson.

Oræson pehini so mat da lavaret en commanqçmant neb Ofiç eus an heuriou, evit dressi an intantion hac evit obteni ar c’hraç d’he recita devotamant. Hanter-cant dez induljanqou o so staguet ouz an Oræson-ma da nep he lavaro eguis ma è dleet, hac e ve mat he lavaret araoc ar pedennou-all ive.

AUtrou Doue, plijet gueneoc’h digueri va guenou da veuli ba da c’hlorifia hoc’h hano santel : netaït ive va c’halon diouz peb seurt distractionou vean ha sonjesonou fall : roït ho sclerijen d’am entendamant, hac elumit em affection ar flam eus ho carantez, evit ma illin recita an ofiç-ma dinamant, attantivamant ha devotamant, ha ma veritin beza exaucet dirac ar bresanç eus ho majeste divin. Dre hon Autrou Jesus-Christ ho Map unic.

R/. Evelse bezet græt.

APeri, Domine, os meum ad benedicendum nomen sanctum tuum : munda quoque cor meum ab omnibus vanis, perversis et alienis cogitationibus ; intellectum illumina, affectum inflamma, ut dignè, attentè ac devote hoc officium recitare valeam, et exaudiri merear antè conspectum divinæ majestatis tuæ. Per Christum Dominum nostrum R/. Amen.

O va Salver, en union d’an intantion divin-se gant pehini hoc’h eus bet rentet hoc’h-unan meuleudiou da Zoue ho tad var an douar, ec’h ofran deoc’h ive ar veuleudi hac arpedennou eus an heuriou-ma.

Domine, in unione illius divinæ intentionis, quâ ipse in terris laudes Deo persolvisti, has tibi horas persolvo.


Oræson da lavaret en fin peb Ofiç eus an heuriou p’evit hini, mar he lavarer devotamant, ho deveus accordet an tadou santel ar pabet an induljanç hac ar pardon eus ar fautou a zistraction hac a frajilite pere a vez grêt o recita an Ofiç.