Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/635

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
615
Ar seiz Salm a Binijen.

E comsit ouzin evellen :
Rei a rin deoc’h an intellijanç
Da drec’hi hoc’h adversourien,
An hent guirion deoc’h a zisquezin
Da drei divar ar pirillou,
Ha varnoc’h ato ec’h arretin
Eus va daoulagat ar sellou.
Diouallit na zeuac’h evel mulet
Ha queseq a so hep ræson,
Da heul an desirou revoltet
Eus ho coall inclination ;
An Autrou Doue a oar brida
Dre gals a bunitionou
Ar re ne dostaont quet outa
Oc’h heulia ho fassionou.
Forz goaligner a justiç Doue
So preparet d’ar bec’herien
Er vuez presant hac he goude,
Ma na reont quet a binijen ;
Hoguen ar re a zistro outa
Gant fizianç en he vadelez,
A vezo favoriset ganta
En douçder eus he drugarez.
C’houi etrezoc’h tud just ha santel,
Ha quement so eun a galon,
O font gant an hent mat quer fidel,
Na zeut d’he goll en nep fæçon,
En em rejouissit en Autrou,
Ha liquit hoc’h oll joa enna,
Ha glorifiit-en dre hoc’h œuvrou
Queit ha ma vefot er bed-ma.
Enor h[a] [1] gloar d’an Tad, etc.




Nolite fieri sicut equus et mulus : quibus non est intellectus.




In chamo et fræno maxillas eorum constringe : qui non approximant ad te.





Multa flagella peccatoris : sperantem autem in Domino misericordia circumdabit.




Lætamini in Domino, et exultate, justi : et gloriamini, omnes recti corde.


Gloria Patri, etc.

  1. Moullet : ho.