Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/626

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
606
Pedennou profitabl.

PEDEN EXCELANT HAC A VE MAD
Da lavaret alies evit en em brepari d’ar maro.

EN em resolvi a ran, va Doue, d’ar maro pehini a gourdrous bemdez erruout gueneen, pa istimin biana. He accepti a ran evel un hommaij nac evel un adoration pehini a fel d’in da renta d’ho majeste souveren hac imroortel. He receo a ran evel un effet eus ho justiç em c’hêver, me pehini n’em eus guir ebet d’ar vuez nemet dre veritou J.-C. ho map unic, va redamtor. He accepti a ran c’hoaz liproc’h dre garantez, evit imita hac evit enori ar maro eus ho Map quer, va Doue, pehini en deveus deurvezet mervell dre un drugarez hac ur garantez pur en andret an dud. En em resolvi a ran a greis va c’halon d’ar maro hac he acceptan evel ur voyen pehini hoc’h eus etablisset evit erruout en eê, hac evit en em unissa gueneoc’h. Contant oun eta e ve cuzet va c’horf dindan an douar ha foulet dindan an treid en punition eus va orgouil ha va superbite ; contant oun e servij da vouet d’ar prevet, hac e ve rentet en poultr hac en ludu, abalamour ma en deveus caret re beza en he eas hac en he blijadur. Just eo, va Doue, e ven privet eus an usaij a oll memprou hac a oll santimanchou va c’horf, pa’z oun en em servijet anezo evit hoc’h offansi, hac e ven privet a guement mad am eus er bed-ma en punition d’an attaich am eus bet out ho, ha d’an abus am eus grêt anezo. En em gontanti a ran erfin da veza lequeet en ancounec’hat, pa em eus va-unan, va Doue, hoc’h ancounec’heet em buez queit amser. Quement a c’houlennan ouzoc’h eo, va Doue, ma plijo gueneoc’h rei d’in ar c’hraç da vervel santelamant en ho carantez evel ar re hoc’h eus choaset. Me ho supli, va Doue, dre ar maro ha passion eus ho Map Jesus, ha dre an intercession hac ar meritou eus he Vam ar Verc’hes sacr, d’am guervell en un amser hac en ur stad ma em c’heffot agreapla dirac ho tron, evit d’er fin, pa ve-