Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/614

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
594
Ofiç an Anaon.
tur in libro stylo ferreo et plumbi laminâ, vel celte sculpantur in silice. Scio enim quod Redemptor meus vivit, et in novissimo die de terrâ surrecturus sum : et rursùm circumdabor pelle meâ, et in carne meâ videbo Deum Salvatorem meum. Quem visurus sum ego ipse, et oculi mei conspecturi sunt, et non alius. Reposita est hæc spes mea in sinu meo. ar faver ma vezint imprimet en ul levr, ma vezint gravet gant ur bluen houarn var ur blannen plomb, pe var ar roc’h gant ur guisel (evit rei da gompren peguement ê va foan). Hoguen ar pez am c’honsol, eo ma c’houzon erfat ê beo buezec va Redamtor, hac e ressuscitin eus an douar en deiz diveza ; hac e vezin adarre guisquet eus va c’hroc’hen, hac em bezo em c’hic an heur da velet va Doue goude va resurrection. Ia, m’er guelo va-unan, ha gant va daoulagad propr her contemplin, ha non pas un all em leac’h. Hou-ma eo va esperanç pehini a reposo ato em c’halon.

R/. Domine, secundùm actum meum noli me judicare ; nihil dignum in conspectu tuo egi : ideò precor majestatem tuam. * Ut tu, Deus, deleas iniquitatem meam.

V/. Ampliùs lava me, Domine, ab injustitiâ meâ, et à delicto meo munda me. * Ut, etc.

R/. Ma Doue, n’am barnit quet diouz va oberou ; rac n’em eus grêt netra en ho presanç a guement a ve dîn ac’hanoc’h : ha rac-se e pedan ho majeste, * Ma plijo gueneoc’h, va Doue, effaci va mechancete.

V/. Ma goalc’hit eta, va Autrou, mui ous vui diouz quement droug am eus grêt, ha ma netaït diouz quement pec’het am eas commetet * Ma plijo.

Lectio 9. Job. 10.

QUarè de vulvâ eduxisti me : qui utinàm consumptus essem, ne oculus me videret.

An navet Quentel. Eus a Job.

(PErmetit, va Doue, ma c’houlennin ouzoc’h, non pas evit murmuri morsetout en hoc’h enep, mæs evit disquez peguement e va foan), perac hoc’h