Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/577

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
557
Gousperou an Anaon.

Rac pa’z oun bet humiliet,
En deveus bet ma dilivret.

los Dominus : humiliatus sum, et liberavit me.

Quemer, ma ene, da repos,
Ma veuli Doue deiz ha nôz ;
Rac m’en deveus uset ouzit
Gant ur vadelez infinit.

Convertere; anima mea, in requiem tuam : quia Dominus benefecit tibi.

Ma ene[ ]en [1] deveus dilivret
Diouz ar maro eus ar pec’het ;
Ma daoulagat diouz an daëlou,
Ma zreid diouz ar precipiçou.

Quia eripuit animam meam de morte : oculos meos à lacrymis, pedes meos à lapsu.

O veza en renq ar re veo,
Pelloc’h d’am Autrou me blijo,
Gant he c’hraç santel o viret
He oll gourc’hemennou bepret.

Placebo Domino ; in regione vivorum.

Roït ar reposvan eternel,
Va Doue, d’an Anaon fidel;
Ha cacit-hi d’ar sclerijen
Evit ho quelet da viquen.

Requiem æternam dona eis, Domine : et lux perpetua luceat eis.

Antifonen. Me blijo d’am Autrou en bro ar re veo.

Ant. Placebo Domino in regione vivorum.

An eil Salm, dre pehini e c’houlen un ene ouz Doue beza dilivret diouz an teodou malin, pere a glasq hor c’holl, eo ar Salm 119 Ad Dominum, cùm tribularer, clamavi ; Etrese Doue em eus criet, pehini a gueffot en Ofiç an Hano hac a[r] [2] Gurunen eus ar Verc’hes ; hac eleac’h ar Gloria Patri, pehini so eno en fin ar Salm, e leverrot Requiem æternam, evel a so ama, gant an Antifonen-ma varlerc’h.

Antifonen. Siouaz d’in ! va Autrou, astennet eo va demeuranç em poaniou

Ant. Heu mihi ! Domine, quia incolatus meus prolongatus est.

An trede Salm pehini a gonsol un ene mad a laca he foan d’en em sevel diouz ar bed-ma etrese ar bed-hont, hac e assur quen er vuez quen er maro eus ar brotection a Zoue, diouz pehini epquen e tleomp gortos sicour.

  1. Moullet : eneen.
  2. Moullet : an.