Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/575

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
555
Oræsonou evit ar Goueliou.
Oræson gouel S. Caourintin.

AUtrou-Doue, roït deomp ho craç en abondanç, ni ho supli ; evit d’ar fin, evel ma celebromp ar memor eus ho confessor ha pontif eürus sant Caourintin, ma hor bezo ar joa da veza sicouret ganta evit ar vuez presant hac evit an hini da zonet. Ar pez a c’houlennomp dre hon Autrou Jesus-Christ ho Map unic, pehini a vev, etc.

Oremus.

GRatiæ tuæ, quæsumus Domine, tribue largitatem ; ut qui beati Corintini, confessoris tui atque Pontificis, memoriam colimus, vitæ praesentis et futuræ præsidiis gaudeamus. Per Dominum , etc.


Evit gouel sant Thomas, er c’henta deiz varnuguent eus ar mis-ma, livirit Gousperou an Ebestel.
Oræson gouel sant Thomas.

AUtrou Doue, ni hosupli da rei deomp ar c’hraç da solennisa gant joa ar gouel eus hoc’h abostol S. Thomas, evit ma vezimp assistet ato gant he brotection dirazoc’h, ha ma imitimp ar feiz anezan gant an devotion a c’houlennit digueneomp. Dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini, etc. Evelse bezet grêt.

Oremus.

DA nobis, quæsumus, Domine, beati Apostoli tui Thome solemnitatibus gloriari, ut ejus semper et patrociniis sublevemur, et fidem congruâ devotione sectemur. Per.


Evit gouel sant Tuzvoal, pe autramant Tudual, pe Tudal, ar patron eus a escopti Treguer, e quemerrot Gousperou ur sant Confessor Escop pe Pontif evel diaraoc, gant an Antifonen hac an Oræson Exaucit, pehini so en diouz-tu. Ha mar bez great en ho parres an Ofiç eus a vouel-all ebet pe veus a hini ne gaffac’h quet an Oræson ama, ec’h ellot guemeret an Oræson gommun pehini so lequeet diaraoc en fin Gousperou peb seurt Sænt ha peb seurt Goueliou.

Evit ar Goueliou all a so e fin ar mis-ma, e queffot an Oræsonou prop diaraoc en fin Gousperou Nedelec.