Martini Confessoris tui atque Pontificis contrà omnia adversa muniantur. Per Dominum, etc. | confessor hac ho pontif, enep quement seurt adversite a erruo gueneomp. Dre verit hon Autrou Jesus-Christ, ho Map unic, pehini, etc. |
Da vouel santes Aseliç, Guerc’hes ha Merzeres, er c’henta deiz varnuguent, ha da vouel santes Catel, Guerches ha Merzeres ive, er pempet deiz varnuguent eus ar mis Du, quemerit Gousperou ar Guerc’heset gant an Oræson a so eno evit gouel ur Verc’hes Merzeres.
Evit gouel an Dedi eus an Ilis catedral a Guemper Caourintin, er c’huec’hvet varnuguent eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou an Dedi eus an Ilis, gant an Oræson a so eno. Hoguen en escoptiou-all, mar reer d’an deiziou-ma Ofiç sant Per, Merzer, e vezo lavaret Gousperou ur sant Merzer het-a-het.
Evit Gouel sant Andre, en tregontvet devez eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou an Ebestel het-a-het, gant an Oræson-ma.
MAjestatem tuam, Domine, suppliciter exoramus ; ut sicut Ecclesiæ tuæ beatus Andreas Apostolus extitit prædicator et rector, ita apud te sit pro nobis perpetuus intercessor. Per Dominum nostrum , etc. |
AUtrou Doue, ni a supli humblamant ho majeste, evel ma e deveus bet hoc’h Ilis an abostol sant Andre evit predicator hac evit conductor, ma bor bezo en ive ato evit intercessour dirazoc’h. Dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini a vev hac a ren en un Doue epquen gueneoc’h ha gant ar Speret-Santel, etc. |
Evit gouel ar Conception eus ar Verc’hez sacr, en eizvet eus ar mis-ma, e quemerrot Gousperou ar Verc’hes, gant ar Recommandation hac an Oræson eus a vouel he Nativite a so en mis Guengolo, nemet ma lequeot ar guer-ma Conception eleac’h ar guer Nativite a so eno.
Evit gouel sant Caourintin, en daouzecvet a vis Querzu, e leverrot Gousperou ur sant Conf. Pontif.