Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/550

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
530
Oræsonou evit ar Goueliou.

daouzecvet a vis Querzu [1], hac Oræson ar Sul-ma varlerc’h. Caout a reer ivez en decvet deves a vis Here [2] un instruction, evit gouel an Dranslation, pehini a so expliquet eno en ur fæçon profitabl.

Da vouel sant Philip ha Iacob, en deiz quenta eus ar mis, [e] [3] leverrot Gousperou an Ebestel gant an Oræson-ma hac an Alleluia.

Oremus.

DEus, qui nos annuâ Apostolorum tuorum Philippi et Jacobi solemnitate lætificas; præsta y quæsumus, ut quorum gaudemus meritis, instruamur exemplis. Per, etc.

Pedomp Doue.

O Va Doue, pehini a ro deomp peb bloaz ur sujet a rejouissanç er solennite eus hoc’h ebestel eürus Philip ha Iacob ; grit, ni ho supli, evel ma teu ar meritou anezo da rei deomp cals a joa, ma vezimp instruet ive dre ho exemplou. Ar pez a c’houlennomp dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, etc.

Da vouel an Invantion eus ar Groas (pehini a oe cavet dindan an douar cuzet gant ar Iudevien) en trede a Vaë, e leverrot ar memes Gousperou hac ar memes Oræson pere so lequeet da vouel an Exaltation eus ar Groas hanvet gouel ar Groas, pehini so er pevarzecvet a vis Guengolo, oc’h ajouti aman Alleluia, Doue ra vezo meulet, var ar Verset hac an Antifonen pe Recommandation a so eno.

Da vouel an aparition eus a sant Mikaël Arc’hel, en eizvet devez a Vaë, e leverrot ar Gousperou hac an Oræson a so merquet d’ar gouel-all a solenniser dezan en navet varnuguent a vis Guengolo, oc’h ajouti aman Alleluia, Doue ra vezo meulet, var ar Verset, etc.


EN MIS MEZEVEN.

Da vouel S. Barnabas, en unnecvet eus ar mis-ma, e leverrot Gousperou an Ebestel gant an Oræson-ma.

Oremus.

DEus, qui nos beati Barnabæ

Pedomp Doue.

VA Doue, c’houi pehini a zeu d’hon rejouissa dre ar meri-

  1. N’eus ket eus seurt deiziad amañ war-lerc’h. Gw. koulskoude p. 665.
  2. N’eus ket eus seurt deiziad amañ war-lerc’h kennebeut.
  3. Lezet e-maez.