527
Oræsonou evit ar Goueliou.
Da vouel sant Joseph, en naontecvet devez eus ar mis, e leverrot Gousperou ar Gonfessoret, pere ne d’int bet na Pabet nac Esgueb, gant an Hymn-ma.
Hymnn sant Joseph, var ton guers sant Caourintin.
JOseph leun a veritou,
Ha pried chast meurbet
Da Vari Mam hon Autrou,
A so Guerc’hes bepret,
Ra deui an ælez santel
Hac ar sænt d’ho meuli ;
Ra deui bep christen fidel
Gant joa d’hoc’h enori.
Evel ma oac’h estonet,
Pa velsoc’h oa brases
Vam he Mabic benniguet
Ho pried ar Verc’hes,
Gant an Æl e oac’h tennet
A zouetanç hac a boan,
Pa glevsoc’h oa concevet
A-berz ar Speret-Glan.
Hon Autrou a recevsoc’h
Evel ma oe ganet,
Hac en Egypt en heulsoc’h
Pa rancas dî tec’het;
Collet en Jerusalem
Oc’h he glasq he c’hefsoc’h,
Evelse gant an anquen
Ar joa a guemesqsoc’h.
Ar re-all goude mervel,
Mar ho deus meritet,
A vez er c’hloar eternel
Gant Doue recevet ;
Hoguen c’houi en ho puez
Eürussoc’h eguet-se,
A jouis a Zoue ivez
|
TE Joseph, celebrent agmina Cœlitum, Te cuncti resonent Christiadum chori ; Qui clarus meritis junctus es inclytæ Casto fœdere Virgini.
Almo cùm tumidam germine conjugem Admirans, dubio tangeris anxius, Afflatu superi Flaminis Angelus Conceptum puerum docet.
Tu natum Dominum stringis, ad exteras Ægypti profugum tu sequeris plagas ; Amissum Solymis quæris et invenis, Miscens gaudia fletibus.
Post mortem reliquos mors pia consecrat, Palmamque emeritos gloria suscipit ; Tu vivens superis par, frueris Deo, Mirâ sorte beatior.
|