R/. Mors Sanctorum ejus, alleluia.
Ant. Sancti et justi, in Domino gaudete, alleluia. Vos elegit Deus in hæreditatem sibi, alleluia.
Brema e leverrot an Oræson pehini so propr evit peb-unan eus a voueliou an Ebestel, hac a gueffot tu-ma varlerch en renq an Oræsonou propr evit peb gouel notabl, o vont diouz peb mis. Ha goude e finissot ho Gousperou eguis ma ê merquet en fin ar Gommemorationou commun a so araoc Complidou ar Sul.
Remerquit ama penaus, mar en em rancontr ar Sul hac ar gouel da ur memes deiz, pe autramant deiz-ouc’h deiz, e leverrot Gousperou ar gouel eleac’h hini ar sul ; ha neuse goude Oræson ar gouel e leverrot ive Oræson ar sul, pehini a gueffot en renq Oræsonou ar Suliou. Ha quement-ma a heuliot ato pa erruo gouel doubl ebet erguis-se en quenver Sul.
AR sænt, pere so galvet Merzerien, eo ar re pere a so bet lequeet d’ar maro evit difen caus Jesus-Christ, ha generalamant evit souten ar virionez ha quement a aparchant ouz ar feiz hac ar religion. Hac e tleomp d’ho goueliou : 1. trugarecaat Doue eus ar gouraij hac eus ar recompanç en deveus roet dezo ; ha 2. goulen ar memes graç evidomp-hon-unan dre ho intercession, evit ma trec’himp adversourien hor silvidiguez gant couraij diouz an exempl anezo.
Ar Salmou eta eus a C’housperou ar Verzerien, evel sant Lauranç pe re-all, eo ar pevar salm guenta eus a C’housperou ar Sul. Hac evit pempet salm, eleac’h In exitu Israël, e quemerot Credidi, propter quod (O va Doue, o cridï enoc’h), pehini a gueffot p. 380. Echuet gueneoc’h ar salmou-se, e leverrot ar chabistr bian-ma.