Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/508

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
Complidou epad ar bloaz.

Santifiet ha meulet hoc’h hano.
Ni ho supli, grit dre ho madelez
Ma teui souden deomp ho rouantelez ;
Ho polontez bezet accomplisset
Var an douar evel en eê bepret.
Roït deomp hirio hor bara pemdeziec
Eus ho craçou, pa’z omp quen izomec ;
Hor pardonit, evel ma pardonomp,
Quement offanç na gaou so ouzomp.
Na bermetit en nep occasion
E consantemp gant an dentation ;
Mæs diouz peb droug a gorf hac a ene
Hon dilivrit. Bez[e]t [1] grêt evelse.

Ave, Maria, etc.

ME ho salud, Mari, gant reveranç,
Leun oc’h a c’hraç gant peb seurt preferanç :
An Autrou bras a so gueneoc’h bepret,
Benniguet oc’h etre an oll merc’het.
Benniguet eo ive ar froez divin
Hoc’h eus douguet en ho antraillou dîn,
Pehini eo Jesus Doue ha den,
Hon redamtor hac hor mæstr souveren.
Santes Mari, pa’z oc’h Mam da Zoue,
Plijet gueneoc’h pidi he vajeste
Evidomp-ni entrezomp pec’herien
Brema hac en heur ar maro. Amen.


Cantic var ar Credo in Deum, var an ton gallec : Accourez, Esprits purs, e[t] [2] rendez vos louanges : pe Va Jesus douç ha mat, etc.

ME gred en Doue an Tad, pehini en deus crouet
An eê hac an douar dre ma’z ê oll-galloudec,
Hac en he Vap unic hon Autrou souveren,
So hanvet Jesus-Christ guir Doue ha guir den.
Dre ar Speret-Santel eo ez ê bet concevet,
Gant ar Verc’hes Vari he vam ez ê bet ganet,
Ha dindan Ponç-Pilat goude gouzanvi ar vez

  1. Moullet : Bezit.
  2. Moullet : en.