Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/506

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
486
Complidou epad ar bloaz.

Cantic var Salve, Regina, Mater, pehini a vez lavaret adalec ar sadorn da bardaëz dirac dissul an Dreindet betec ar sadom da bardaëz dirac ar sul guenta eus an Azvent. Var an ton diaraoc, pe var ton an Tad Honore.

SAlve, Regina, Mater misericordiæ ; vita, dulcedo et spes nostra, salve. Ad te clamamus exules filii Evæ ; ad te suspiramus, gementes et flentes in hâc lacrymarum valle. Eia ergò advocata nostra, illos tuos misericordes oculos ad nos converte ; et Jesum benedictum fructum ventris tui nobis post hoc exilium ostende. O clemens ! o pia ! o dulcis Virgo Maria !

NI ho salud Rouanez an Ælez,
Mam a druez, leun a bep madelez
Hon oll douçder, hor buez, hon esperanç,
Ni ho salud gant peb seurt reveranç.
Guerc’hes Vari, dec’h-hu en em adressomp,
Hac ouzoc’h-hu a galon e criomp
Ni pere so bannisset er bed-ma,
Evel ma’z omp bugale da Eva.
C’houi eo ar but eus hon huanadou,
Dec’h[]-hu [1] e tenn hor gouelvan, hon daëlou,
C’houi eo a ra hon laouenidiguez
En draouien-ma leun a dristidiguez.
Rac-se pa’z oc’h hon alvocades guer,
Ha favorabl meurbet en hor c’hêver,
Plijet gueneoc’h distrei ho taoulagad
Ouzomp-ni oll o procuri hor mad.
Pa vezimp eat eus ar vuez presant
Goude ar fin eus hor bannissamant,
Grit ma velimp ar froez hoc’h eus douguet
En ho cof sacr, hor Salver benniguet.
Guerc’hes Vari, meurbet trugarezus,
O Guerc’hes douç, bepret carantezus !
Ni ho supli, clevit ouz hor peden,
Ha na zeut quet d’hon dilesel biquen.

  1. Moullet : Dec’hu-hu.