Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/504

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
Complidou epad ar bloaz.

Cantic var Ave, Regina cœlorum, pehini a vez lavaret adalec gouel ar Chandelour bete Pasq. Var ton ar Bassion nevez.

AVe, Regina cœlorum ; ave, Domina Angelorum : salve, Radix ; salve, porta, ex quâ mundo lux est orta ; gaude, Virgo gloriosa , super omnes speciosa ; vale, o valdè decora et pro nobis Christum exora.

NI ho salud, Rouanez an eêvou,
Ho pêt sourci eveus hon eneou ;
Ni ho salud, itron an oll Ælez,
Oc’h implori bepret ho madelez.
Ni ho salud, o grizien a vuez !
Ni ho salud, dor a silvidiguez,
P’eus a hini ec’h enevomp certen
Eo sortiet d’ar bed ar sclerijen.
Guerc’hes glorius, en em rejouissit,
Dre ho quenet an oll a dremenit ;
O Guerc’hes gaer, pedit ho Map Jesus
Da veza ato ouzomp trugarezus.

V/. Dignare me laudare te, Virgo sacrata.

R/. Da mihi virtutem contrà hostes tuos.

O Guerc’hes sacr ! evit ha na d’oun dîn,
Plijet gueneoc’h permeti m’ho meulin :
Roït vertuz d’in, evit dre ho moyen,
Ma resistin ouz hoc’h adversourien.

Oremus.

COncede, misericors Deus, fragilitati nostræ praesidium, ut qui sanctæ Dei Genitricis memoriam agimus, intercessionis ejus auxilio à nostris iniqui-

Pedomp Doue.

PLijet gueneoc’h, o Doue trugarezus, rei deomp souten en hor frajilite, evit d’ar fin o celebri ar memor eus ar Vam santel da Zoue ho Map,ma savimp eus hor pec’hejou dre ar sicour eus he intercession. Ar c’hraç-se a c’houlennomp digueneoc’h dre veritou