Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/496

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
476
Complidou epad ar bloaz.
et ostendem illi salutare meum.

Gloria Patri, etc.

Pe ar saler am eus destinet
En eên dezan goude mervel.
Enor ha gloar, etc.

Psalm. 133.

Ar Salmic bian-ma a dleit da lavaret gant un devotion vras, evit en em unissa gant an dud santel pere a so consacret da servij Doue, hac a vez oc’h he bidi hac oc’h he meuli epad an noz evel ma reer er c’houenchou, hac evit en em renta mui a-se participant er pedennou hac er meuleudiou nôz-se pere a reont da Zoue, e teu dre ar salm-ma da enori an dud santel-se, d’he bidi ha d’he veuli epad an nôz, pa na ellit quet hoc’h-unan chom var vale d’he ober.

ECcè nunc benedicite Dominum : omnes servi Domini.

Qui statis in domo Domini : in atriis domus Dei nostri.

In noctibus extollite manus vestras in sancta : et benedicite Dominum.

Benedicat tibi Dominus ex Sion : qui fecit cœlum et terram.

Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.


MEulit oll an Autrou souveren
En stad presant m’en em guifit,
C’houi entrezoc’h he servijerien ;
Graçou dezan gant joa rentit,
C’houi pere a so ferm ha fidel
En servij an Autrou Doue,
Hac a chom en he Ilis santel
Devot dirac he vajeste.
Evit he bidi devotamant
Hac he veuli epad an nôz,
Varzu he dempl savit humblamant,
Etrese an eê ho tiouvôz :
An Autrou ivez eus a Sion,
Crouer an eê hac an douar,
A roï deoc’h he venediction
Evid ho cundui d’he c’hloar.
Enor ha gloar d’an Tad eternel,
Ha d’he Vap unic Doue ha den ;
Ar memes gloar d’ar Speret-Santel
Tri ferson en un Doue epquen :