Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/479

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
459
Oræsonou ar Suliou varlerc’h ar Pantecost.
em ziouall diouz ar vinim diabolic eus ar bed, ha d’ho servija gant ur galon pur, evel ma’z oc’h hoc’h-unan. Dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, etc. pulo tuo diabolica vitare contagia, et te solum Dominum purâ mente sectari. Per Dominum.
Oræson an trivec’hvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

AUtrou Doue, cunduit, ni ho supli, hor c’halonou dre an operation eus ho trugarez, abalamour na ellomp quet plijout deoc’h hepdoc’h. Ni her goulen dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini a vev hac a rên, etc.

Dirigat corda nostra, quæsumus, Domine, tuæ miserationis operatio quia tibi sine te placere non possumus. Per.

Oræson an naontecvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

Va Doue oll-galloudec ha trugarezus, plijet gueneoc’h dre ho madelez distrei divarnomp quement a elle beza controll deomp, evit o veza libr ha diambaras a gorf hac a speret, ma accomplissimp gant ul liberte santel quement so evit ho servij. Dre verit hon Autrou.

OMnipotens et misericors Deus, universa nostra adversantia propitiatus exclude, ut mente et corpore pariter expediti, quæ tua sunt liberis mentibus exequamur. Per.

Oræson an ugentvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

AUtrou Doue, ni ho supli d’en em apæsi en andret ho christenien fidel, ha da accordi dezo ar pardon eus ho fec’hejou hac ar peoc’h, evit var un dro ma vezint neteet ha purifiet dious an oll offançou ho deveus grêt deoc’h, ha ma ho servijint gant ur galon leun a fizianç. Dre verit, etc.

LArgire, quæsumus, Domine, fidelibus tuis indulgentiam placatus et pacem, ut pariter ab omnibus mundentur offensis, et securâ tibi mente deserviant. Per.