Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/407

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387
Salmou evit Gousperou ar Goueliou.

C’houi so, va Doue, meurbet huel,
C’houi a sell ouz an traou isel,
Hac an traou huel a velit
Eus a ur belder infinit.
Mar balean, ô va Autrou,
En creis an afflictionou ,
C’houi a rento d’in ar vuez,
O sellet ouzin a druez.
Arretet hoc’h eus ar goler
Eus v’adversourien, va C’hrouer :
Hac ho torn deou en deveus bet
Diou[th]o [1] oll ma sauveteet.
Varnezo em venjot ivez,
Ne vanq jamæs ho trugarez;
Rac-se na zisprijit nepret
An ouvrajou ho[c’h] [2] eus furmet.
Enor ha gloar, etc., evel diaraoc.

ges terræ : quia audierunt omnia verba oris tui.

Et cantent in viis Domini : quoniam magna est gloria Domini.

Quoniam excelsus Dominus: et humilia respicit, et alta à longè cognoscit.

Si ambulavero in medio tribulationis, vivificabis me : et super iram inimicorum meorum extendisti manum tuam, et salvum me fecit dextera tua.

Dominus retribuet pro me ; Domine, misericordia tua in sæculum : opera manuum tuarum ne despicias.

Gloria Patri, etc.

Goude ar pemp Salm eus ho Gousperou e leverrot ar Chabistr bian hac an Hymn pehini so propr d’an amser pe d’ar gouel à vezo neuse, hervez ma vellot merquet e ziouc’h an Hymnou pere so lequeet ama varlerc’h dious-tu evit an oll suliou ha solenniteou eus ar bloaz, hac hervez ma queffot merquet ive tu-ma varlerc’h evit Gousperou peb seurt sænt ha sænteset ha peb seurt goueliou : rac peb-re anezo ho deveus ho Hymnou ha peurvuia memes ho Chabistrou propr en Heuriou-ma.

Varlerc'h an Hymn e leverrot ar Verset hac ar Respont merquet dre an diou lizeren-ma (V/. R/.) ha goude-se an Antifonen pe recommandation propr, pehini a gueffot el levr-ma ivez evit peb seurt goueliou. Mar bez canet en fin Gousperou Alma Redemptoris, pe Ave, Regina cœlorum, pe Regina cœli, lætare, pe Salve , Regina, ho c’heffot tu-ma varlerc’h en fin Complidou ar Sul.

  1. Moullet : diout  ho.
  2. Moullet : hoc.