Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
Complidou ar Verc’hes.

Goude ar venediction-ma e leverr[ot] [1] pe Alma Redemptoris, pe Ave, Regina cœlorum, pe Regina cœli, laetare, pe Salve, Regina, peb-unan d’an amser ma ê legueet en fin Complidou ar Sul tu-ma par-lerc’h : ha goude-se e concluot evellen hoc’h Ofiç.

V/. Divinum auxilium maneat semper nobiscum.

R/ Amen.

V./ Ar sicour a Zoue ra chommo bepret gueneomp.

R/. Evelse bezer grét.

Pater noster ; Ave, Maria ; Credo in Deum, iselic.



GOUSPEROU AR SUL.
————
instruction evit ar gousperou en general.

AR guer-ma (Gousperou) a so tennet eus a ur guer latin hac a signifi pardaëz, pehini so ur poent dirac cus-heol. Gueichall e custume ar gristenien en em assambli en ilis bemdez var dro ar poent-ma, evit meuli Doue hac he drugarecaat eus ar graçou ho devoa recevet diganta epad an deiz, hac evit heul an exempl eus ar roue David pehini a lavar en he salmou penaus e custum renta meuleudi da Zoue d’ar mintin, da greisdeiz ha d’an pardaëz-nôz. Ar veuleudi-se da Zoue var ar pardaëz eo a so galvet Gousperou, da lavaret eo ofiç ar pardaëz, abalamour ma vez lavaret d’ar poent-se eus an deiz.

Amser so bet ne dijune ar grisienien er c’horaïs nemet goude Gousperou d’ar pardaëz-nôz. Brema pa vez iun, e permet an Ilis dibri abretoc’h ar repas, hac o caout egard ouz ar sempladurez eus he bugale, e permet ganto dibri ho fred var dro creis-deiz, ha memes lavaret ar Gousperou ive var-dro ar poent-se d’an deiziou-iun eus ar c’horaïs quent an dijuni,

  1. Moullet : -rront.