Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
Instruction evit ar Rogationou.



INSTRUCTION EVIT PROCESSION
Sant Marc, hac evit ar Rogationou.

AR ræson p’evit hini e vez grêt ur procession general da vouel sant Marc, eo abalamour ma oe ordrenet ar procession-ma en Rom gant ar pap bras sant Gregor, evit apæsi coler Doue pehini e deuas en amser-se da afflija ar bobl, o tigaç dezo serpantet var nij pe guelien hir evel aëret munut, hac ur vosen estrainj, gant pehini e varve un infinite a dud en punition eus ho fec’hejou ha dreist peb tra eus ho sacrilejou dre ar goall gonfessionou hac ar goall gommunionou a reant da Basq. En amser-se oa e varve cals a dud ostrefia hac o triflevi ien pe o valaia (c’est-à-dire, en éternuant et en bâillant), rac an ear a voa quer corrompet gant ar c’helien aëret-se ha gant ar vosen-se, ma veze ampoêsonet an dud evel ma tigorent ho gueneou franc da denna ho alan. Ac’hano e deut marteze an ditoun etouez ar gommun da goms a hano eus a guelien sant Marc, hac ar c’hustum da ober sin ar groas var ar guenou pa en digorer da ziflevi-ien pe da valaiat, ha da lavaret, Doue r’hoc’h assisto, da nep a glever o strefia.

Sant Gregor eta en un hevelep necessite en devoe recours da intercession ar sænt evit obteni dre ho moven digant Doue ar pez na alle ar bobl da obteni abalamour d’ho fec’hejou bras ; hac ec’h oblijas peb-unan da iun memes ha da vont d’ar procession, en pehini ec’h assiste ar pab bras-ma he-unan gant he oll dud a Ilis, o cana litaniou an oll sænt pere en devoa composet evit ar sujet-se[.] En fin an devotion-ma e oe dilivret ar bobl diouz ar vosen ha diouz ar serpantet var nij pe ar c’helien-aëret-se, oc’h unissa ho finijen gant ho fedennou.

Ar procession-mâ gant an abstinanç a guic epquen da vouel sant Marc, a vez continuet en Ilis cathojic bep bloaz, dre ma int necesseroc’h brema eguet bis-