pere so a groas er pilet-ma, eleac’h ma deus plantet pemp taich esanç, a so un imaij eus ar pemp gouli a recevas Jesus-Chrisr er groas, hac a zesq deomp penaus ar gouliou sacr-se pere en deveus reservet goude he resurrection, ne dint mui sanglant, mæs glorius, hac ho deus squillet evel an esanç ur c’huez agreabl partout dre’r bed, evit hon tenna da gaout recours dezo evel da c’hement a sourcennou eus hor silvidiguez.
Evit heul intantion hor man santel an Ilis epad an amser pascal, ne dleomp lesel deiz ebet da dremen eus an hanter cant deiz-ma hep en em antreteni var ar mysteriou a celebr enno. Disquez a dleomp eta penaus ez omp ressuscitet en guirionez gantJesus-Christ, o clasq, evel a lavar an Abostol, an traou pere so d’an eê eleac’h ma’z eo azezet Jesus-Christ an tu deou da Zoue he dad, hac o quemeret go[n]t [1] er pez a aparchant ouz an eê, ha non pas er pez a aparchant ouz an douar, da lavaret ê, o caret non pas plijadurezou ha commoditeou ar bed-ma ; mæs o caret Doue ha quement hor c’hundu etrese-ac-enna, evel ma’z eo an oræson, al lectur spirituel, a servij divin, an instructionou mad, an œuvrou a drugarez, en ur guer an oll ezerciçou a vertuz hac a zevotion, hac oc’h offr da Zoue quement a reomp bemdez evit he c’hloar ha silvidiguez hon ene.
Lacat a raïmp hor poan da sevel hor c’halon ha da huanada etrese ar joaüsdet eternel eus ar vuez-all, pehini so represantet, eme an tadou, dre an amser pascal-ma, pehini a eo un amser a joa ive ; evel er c’hontrol ma’z eo represantet dre ar c’horaïs an dristidiguez eus ar vuez presant pehini a dleomp da dremen er binijen hac er regret eus hor pec’hejou betec ar maro, o c’hortos ar joaüsdet eternel-se.
- ↑ Moullet : gout.