Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
Instruction evit amser ar Bassion.


ma, e c’houlennot ouz Doue gant an Ilis ma plijo ganta rei deoc’h ive e venediction hac ar c’hraç d’en em bresanti diraza da solennisa ar Pasq Santel gant devotion ha gant ar frouez eus a œuvrou-mad. Ha pa zougot en ho torn ar bodou beniguet-se durant ar procession, e lequeot ho poan da gaout ar memes santimant a zevotion evel hо devoe ar bobl-se ha disquibien hor Salver, pere o renta dezan un enor sincer, hen recevas en Jerusalem gant ur c’hri a joa peini a sortie a vouelet hо c’halon. Mæs ho pêt aon na veac’h henvel ouz ar re pere a oblijas hor Salver da scuilla daelou ha da rebeich dezo en creiz an triomph~se penaus ne anaient quet an deiz eus ar visit pehini a rea dezo, ha pehini ne servije nemet d’o renta criminaloc’h dirac Doue, pa oant quen inconstant ha quen infidel, ma tlient da ben c’huec’h dez goude crial (Crucifiet-hen) var an hini a recevent en deiz-ma gant quement a enor. Liquit evez pa recevit ivez hor Salver dre ar gommunion Fasq gant un dra bennac a zevotion hac a respet, na zeuac’h d’he grucifia enoc’h hoc’h-unan dre ur sacrilej, pe о tistrei goude-se da goueza en ur pec’het marvel-bennac.

En distro eus ar Procession-ma e sco ar celebrant a ben teir gueich gant ar groas var dor an Ilis, pe hini a ve digoret goude an tri dol-se da antren ebars ; evit rei deomp da entent penaus oa serret clos dor an еê ouz an dud, quen ha d’ê bet deut Jesus-Christ d’e digueri deomp dre ar maro pehini en deveus go[u]zavet [1] er Groas evidomp. Speret an Ilis eta en deiz-ma eo, da guenta, ma considerimp Jesus-Christ o triomphi hac о c’hounit ar victoar var an erouant gant e groas hac e bassion ; d’an eil, ma quemerrimp perz en e driomph oc’h en em assujetti dezan hac o rei antre dezan ive en hor c’halon ; ha d’an drede, ma assistimp gant an hevelep santimanchou mad-se en oll servij divin eus an deiz santel-ma. Ne d’ê quet finisset mad ar ceremoni-se gant an

  1. Moullet : gonz-.