Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
Instruction evit amser ar Bassion.


ment-se da antren ive ganti en ur speret agaoun hac en ur santimant a dristidiguez hac a regret d’hor pec’hejou, pere so ber caus d’ar maro cruel-se. En disposition-ma eo e tleomp antren epad an diou sizun-ma, mæs ispicial en diveza pehini so galvet sizun ar binijen, abalainour d’ar poaniou cruel a souffras hor Salver enni evidomp, hac abalamour d’ar binijen dreist-ordinal a dleomp da ober enni hon-unan evit compatissa ganta en he souffrançou.

An deiz quenta eus a sizun ar binijen a so galvet dissul Bleuniou : da guentâ, abalamour ma commanç Pasq, evel pa lavarren, da vleunvi en deiz-se, pa’z eo enna e commanç ar gristenien fidel da ober ho fasq ; ha d’an eil, abalamour ma oe d’an deiz ma ec’h antreas . solennellamant hor Salver er guear a Jerusalem var guein un asen c’huec’h dez dirac he bassion, eleac’h ma oe recevet gant ar vugale ha gant ar bobl simpl en un triomph bras, o tont d’he ziguemeret hac o teurel var an hent ma tremene, darn bodou guez ha palm, darn-all ho dillad memes pere a strinquent dindan he dreid, evit ober enor dezan.

En memor a guement-se eo e ra deomp an Ilis douguen er procession hac en oferen-bred eus ar memes deiz-ma bodou lore, pe vodou beuz, pe vodou pin ha palm , en enor ive d’hor Salver hac en testeni eus ar victoar pehini a dleomp da veza gounezet var adversourien hor silvidiguez ha var hor goall habitudou dre hon oræson, hor iun hac hon alusen, ha dre hor mortificationou-all ; anes ne veritemp quet douguen ar bodou-se, ha ne vemp nemet hor c’he ment a hipocritet, oc’h ho douguen. Ar bodou pe ar brancou benniguet se a dle peb unan da gonservi gant respet en he di e-hars he vele, mar guell, dre ma ho deus ur vertus vras a enep al leveson eus an drouc-speret, hac evit en em servijout anezo da deurel dour-benniguet pa vezo affer, ha pa vezo den clan var ar guele en hon ti.

Endra vior o venniguen ar beus pe ar bodou all-