tribuer an effejou eus he buissanç d’an Tad, hac en effejou eus he furnez d’ar Map.
Map Doue so en em incarnet evit hor prena hac hon dilivra diouz ar pec’het ha diouz ar maro eternel hac an ifern, da pere oamp engajet dre an disobeissanç eus hon tad quenta Adam hac Eva, hac ouspen evit acquisita deomp ar vuez eternel o vervel evidomp. Guir eo e c’halse hon redima ha hon sauvetei en ur fæçon-all eassoc’h ; hoguen teurvezet eo bet ganta dont he-unan, evel ur mestr mad, da zisquez deomp obeissa da Zoue he dad, hac en em humilia diouz he exempl. Convenabl ha ræsonabl oa e leusje da remedia ouz hor superbite dre he humilite, nac ouz hon disobeissanç dre he obeissanç he-unan.
Evit solennisa ervad ar gouel bras-ma’ta, e tleomp en em dispos dre ur gonfession vad da receo diouz an exempl eus ar Verc’hes, gant ur burete vras a consianç, er gommunion, ar memes Map Doue pehini so bet en em c’hreat den en hi, hac assista devota ma c’hallimp er servij divin. Goude-se e tleomo en em examina da c’hout ha ni so bet sourcius da drugarecat Doue bemdez d’hor beza prenet diouz ar maro eternel dre ar myster-ma eus an incarnation, goulen pardon outan eus hon disanaoudeguez hac hon ingrateri en he andret, hac ober ar resolution da lavaret teir gueich an deiz an Angelus en memor hac en enor d’ar myster-ma, hervez an instruction hon eus roet evit an Angelus, Domini, en commançamant al levr-ma, oc’h en em humilia neuse en hor c’halon evit enori an humilite vras a Vap Doue oc’h en em incarni, hac eus he Vam oc’h en em estimout ur servijeres indign d’an Autrou. Cals a dud devot a gustum pa son an heur, ober sin ar groas ha lavaret an Ave, Maria en memor eus ar memes myster ; hac an devotion-se a so bet confirmet gant ar pab Leon decvet, o staga outi certen induljançou, hervez ma ê reportet en un instruction familier en furm catechismou, imprimet en Paris en ti Pierres Targa, gant