goad e devoa ar Verc’hes, ur buguel en pehini e crouas assambles un ene, hac an eil ferson eus an Dreindet a unissas ar c’horfic hac an ene-se gant he zivinite, o commanç neuse da veza den ha Doue assambles, hac a so galvet Jesus-Christ.
Hoguen ar Speret Santel, peguement bennac ma en deus furmet corf Jesus-Christ en cof he vam, ne de quet tad dezan evit quement-se, pe n’en deus communiquet dezan netra eus he substanç evit he furmi. Jesus-Christ en quement ha [ma ê] [1] den n’en deveus tad haturel ebet, nemet ur vam pehini eo ar Verc’hes Vari ; mæs en quement ha ma ê Doue, en deveus un tad pehini eo ar c’henta person eus an Dreindet, ha gant pehini eo enjandret a bep eternite hep mam ebet ive. Ne de quet couscoude na d’eo ar Verc’hes guir vam da Vap Doue abaoue ma ê den ha Doue assambles en ur memes personaij, o veza bet concevet ha ganet ganti en guirionez er galite-se ; hac evelse eo Mam da Zoue en effet. Sant Joseph n’edoa nemet tad maguer ha putatif d’hor Salver, dre ma her mague couls hac he vam, o c’hounit bouet dezo gant he etat, ha dre ma oa reputet ha tremenet evit tad dezan gant an dud pere ne anaient quet ar myster-se eus an incarnation, pe en fæçon oa bet concevet Jesus-Cbrist pehini a oboisse ive da sant Joseph evel pa vize tad propr dezan, rac ma oa pried legitim d’he vam ar Verc’hes Vari.
Pa lavarer penaus eo bet concevet Jesus-Christ dre operation pe dre vertuz ar Speret Santel, ne de quet n’en deveus an Tad hac ar Map operet ha contribuet ivez er gonception se couls hac ar Speret Santel, rac an œuvrou exterieur eus an tri ferson an Dreindet a so commun entrezo ; mæs evel m’az eo ar mysfer-ma un desteni ar vrassa eus a garantez Doue en Hon andret, eo attribuet d’ar Speret Santel, da pehini evel d’ar garantez infinit eus an Tad hac ar Map, ec’h attribuer an effejou eua ar garantez Doue, e-c’his m’at-
- ↑ Moullet : ê ma.