Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
Instruction evit ar Septuagesim.


amser, evit tenti ouz Doue pehini en deveus gourc’hemennet deomp oll labourat da dibri hor bara diouz ar c’houesen eus hor bisaij ; d’an eil, o soufr gant patiantet quement poan hac affliction a stourm ouzomp er vuez miserabl-ma, evel ho c’hement a bunitionou da bere omp condaounet gant justiç Doue en pinijen eus hor pec’het ; ha d’an trede, oc’h ober bemdez ur vortification bennac, pe a gorf pe a speret, evit antreteni en hor c’halon ar speret a binijen hac a contrition. Quement-se oll a so sinifiet deomp er guenteliou a len an Ilis en be ofiç divin epad ar Septuagesim, pehini so un amser destinet ganti d’an dristidiguez spirituel eus ar binijen : ar pez a ra dezi lesel a gostez he c’hanticou a joa, ispicial an Alleluia, ha quemeret en be guiskamanchou al liou trist violet, pehini so ul liou a binijen, adalec ar Septuagesim bete desadorn Fasq.

Ar binijen eta pehini a gommaanç an Ilis dissul ar Septuaeesim, a so ur breparationr d’ar binijen austerussoc’h ha rigourussoc’h da pe hini hon oblij epad ar c’horaïs : ha rac-se evit en em gonformi da santimant an Ilis epad an diou sizun hac anter-ma dirac ar c’horaïs, e tleomp beza sobr ha moderetoc’h en hor boet hac en hor c’housquet, modestoc’h en hor guiscamant, dilijantoc’h en hor servij hac en hon occupationou, devotoc’h ha sourciussoc’h d’en em recommandi da Zoue ha d’ar sænt, evel ma teu an Ilis ive en amser-ma da ober hirroc’h ha fervantoc’h pedennou en he ofiç divin.

Mar bez exposet ar sacramant evit ar c’harantenez en un ilis bennac a dost deomp eo tri dez eus al lard, deomp bemdez d’he adori ha d’ar salud, mar guellomp... N’hon eus gard eta en smser santel-ma da heul ar goall exempl eus an dud libertin pere var digarez morlargez en em ro d’an deboc’hou, d’ar c’hoariou ha d’an divertissamanchou fall, evit pere n’ho devezo quen recompanç nemet ar gouelvan hac ar grinç dent gant ho arraij en tân en ifern epad an eter-