Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
Instruction evit ar Septuagesim.


jou quen neat, ma c’hallimp en ur fæçon bennac lavaret gant hor Salver en aviel dissul ar Bassion : Quis ex vobis arguet me de peccato ? Piou am repreno-me a bec’het ? Piou a ell rebeich d’in-me brema e venn en stad a bec’het marvel, pa em eus lequeet va foan epad an amser santel-ma da burifia va c’honsianç, dre ur vuez penitant ha dre ur guir gontrition eus va fec’hejou.

Ar guer-ma a Septuagesim a signifi c’hoas an niver eus ha zec ha tri-uguent, abalamour ma deus ive adalec ar sul-ma bete fin Pasq dec devez ha tri-uguent, pere a represant an dec vloaz ha tri-uguent ma oe ar bobl a Israël gueichall er gaptivite a Vabilon o soufr cals a boan hac a bunition evit an offançou bras ho devoa grêt da Zoue, quen a voent dilivret ac’hano ha lequeet en ho liberte. Ni a dle ive epad an dec dez ha tri-uguent-ma soufr ar boan eus ar binijen ha regreti an offançou hon eus grêt da Zoue, evit ma vezimp dilivret eus a gaptivite ar pec’het ha lequeet el liberte eus a vugale da Zoue, da lavaret eo, eu he c’hraç dre voyen ur pasq mad, en hevelep fæçon ma c’hallot applica deomp en fin Pasq ar c’homsou ma commanç an oferen dreizo dissul ar C’hasimodo, Quasi modò geniti infantes ; penaus e vezimp henvel neuse ouz bugaligou nevez ganet, o veza neteat diouz hor pec’hejou actuel dre ar binijen, evel ma ve neteat ar vugaligou diouz ar pec’het originai dre ar vadiziant, pehini a veze roet gueichall solen-nellamant da Basq.

Dre an dec devez ha tri uguent-ma eus a binijen pere a gommanç dissul ar Septuagesim, couls ha dre an dec vloaz ha tri-uguent-se a boan bac a gaptivite ma oe an Israelitet en Babilon, eo represantet deomp ive an amser eus a vuez an den, pehini ne d’a nemeur an tu-hont da zec vloaz ha tri-uguent pa ouffe mont hira : evit rei deomp da entent penaus e tleomp tremen hor buez en ur binijen continuel : da guenta, o veza sourcius da labourat ha da implija ervad hon