Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
Offiç an Hano a Vari.
 

Meuleudi deoc’h, Autrou santel,
a roue a c’hloar eternel. Amen.

Adalec an drede Sul dirac demerc’her al ludu bete Dissul Fasc, e vez lavaret, eleac’h Alleluia, ar c’homsou all-mâ : Laus tibi, Dpmine, rex æternæ gloriæ.

Adalec Pasc bete Dissul an Dreindet, e vez ajoutet ivez un Alleluia, da lavaret eo, meulit Doue, varlerc’h an invitation pehini a velit amâ repetet araoc pep coupl eus ar Venite exultemus ; hac ar memes Alleluia a vez epad an amser-se ajoutet en fin, quement Antiphonen pe Recommandation a velit el levr-mâ, hac en fin ar Versedou hac ar Respontou, pere a gueffot ennâ merquet gant ar seurt liserennou-mâ V/, R/. Ar ræson p’evit hini ec’h ajoutet er guir-se Alleluia var an andrejou-mâ eus an Offiç divin epad an amser pascal, eo abalamour ma z’ê ur guer a rejouissanç pehini a son convenabl d’ar seurt amser-se, pa en em rejouis an Ilis enni eus a resurrection he fried Jesus-Christ. Mæs an amser pehini a gommanç adalec an drede Sul dirac demerc’her al Ludu bete Pasc, a so un amser destinet gant hi d’ar binijen, pe ouz hini ne zere quet an Alleluia, rac m’az eo ur guer a rejouissanç.

INVITATlON, pe EXHORTATION.
Ave, Maria, gratiâ plena : Dominus tecum. Me ho salud, Mari, leun a c’hraç : an Autrou Doue so gueneoc’h

Repetit an Invitation-mâ aben diveich.


Ar Salm 94.

An Ilis e deveus lequeet ar Salm-mâ en commançamant he oll Matinesou, abalamour m’az eo un invitation pe un exhortation devot ha fervant d’an oll da zont da adori Doue ha d’he veuli er guel eus he oll-gallout, pehini en deus disquezet o croui ar bed ha dre an incarnation he Vap-unic, ha da zont da senti ous he inspirationou mad, hep ober ar scouarn vouzar ous he