Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
An Devotion evit an Anaon-vad.


O Mari, mam a druez !
Rentit, ni bo supli,
D’ar re varo ar vuez,
Ma c’hallint ho meuli,
Hac o veza pardonet,
Ma’z aïnt dre ho moyen
Da repos ha da velet
Doue da virviquen. Amen.

O Maria ! benedicta, per tua merita, Te rogamus, mortuos suscita, Et dimittens eorum debita, Ad requiem sis eis semita.

Amen.


CANTIC VAR AR FINVEZOU DIVEZA

Eus an den, evit distaga hor chalon diouz ar bed-ma. Va’r ton ; Biron, Biron.

SOnjit, den abuset,
Sonjit en eternite,
C’houi pini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Sonjit e rencot mervel
Ha quitaït ar bed-ma,
Pa zeuiô Doue d’ho quervel
Abarz nemeur ama.
Neuse gant cals a spont
En rencot apparissa
Da renta piz ho cont
D’ar barner rigourussa ;
Ur setanç a receffot
A vuez pe a varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamæs a bado.
Nemet ur veich epquen
Ar barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller ;
Hoguen barados collet,
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gouneset,
Chetu gounezet oll.
Roet en deveus Doue

Ar choas d’hoc’h en assuranç
En eil pe’n eguile
Da ober ho temeuranç ;
En ifern p’e harados
E rencot chom ato
Da zevi pe da repos,
Goude souffr ar maro.
En traou-se ma sonjac’h,
E tillesac’h ar viçou,
Hac en em avissac’h
Da bratica’r vertuziou :
Eveziant vec’h da dec’het
Diouz peb occasion,
Da goueza en ho pec’het
Hac en dentation.
Couscoude oc’h quen dall,
Quen intourd, quen obstinet,
Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret,
Eleac’h sonjal en affer
Eus ho silvidiguez,
Ha c’houi en quer bras danjer