Ha c’houi patron ar barres,
Ha quement sant ha santes
M’oun custum d’ho pidi
Gueneoc’h e rentan graçou
D’hor C’hrouer hac hon Autrou,
Rac m’en deus ho [ch]oaset [1]
Da enori da viquen
He vajeste souveren
Ebars [e] [2] joaüsdet.
Epad an eternite
Meulet ra vezo Doue
Eus an oll faveuriou
En deveus deoc’h accordet,
Hac eus an oll eurusdet
A ro deoc’h en êvou.
Brema’ta me ho supli,
Oc’h en em recommandi
Bepret d’ho madelez,
Bezit d’in alvocadet
En eê dirac an Dreindet,
Oll sænt hac oll elez.
Dirac Jesus va Doue
C’houi hoc’h eus autorite
Hac a vezo clevet ;
Ar c’hraç hac an donæson
A c’houlennot evidon,
A vezo accordet.
Obteni d’in da guenta,
Beza pardonet ganta
Eus va oll bec’hejou,
Hac ar c’hraç d’hoc’h imita
En dra vezin er bed-ma,
|
En hoc’h oll vertusiou.
D’an eil, beza patiant
En peb inconveniant,
Ma c’hillin anduri
A bep seurt affliction
Gant guir resination,
Hep jamæs murmuri.
D’an drede, dont d’he garet
Gant ur garantez barfet,
Ma vezo facil d’in
Trec’hit ar bed milliguet,
Ar c’hic hac an drouc-speret,
Ha ma perseverin.
Pa finissin va buez,
Grit ma sello a drues
Ouzin em zremenvan,
Ha ma rentin va ene
Etre daouarn va Doue
Gant peoc’h ha reposvan.
Pa vezin ispicial
Presantet d’an tribunal
A justiç va barner,
Pedit-en, me ho supli,
Dre verit he bemp gouli,
M’e[m] [3] barno gant douçder.
Ma hellin beza ivez
Recevet en ho touez
En gloar ar barados,
Evit eno da jamæs
Meuli gueneoc’h assambles
Va Doue gant repos.
Amen.
|