Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
An Devotion d’ar Sænt eürus.


Da c’houlen deomp diganta he c’hraçou
Hac ar pardon eus an oll offançou.
Pelloc’h eta gant guir devotion

En em lequeomp dindan protection
Ar sænt eürus hac an ælez santel,
Ma’z aïmp ganto d’ar vuez eternel.


CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,

D’an oll sænt, pehini a ve mad da lavaret alies, ispicial da vouel an oll sænt evit ho enori assambles, particulieramant ar re ma hon eus un devotion particulier dezo ; hac evit ho fidi oll da obteni deomp ar graçou pe veus a re hon eus izom, hac un finvez eürus. Var an ear gallec : Que veux-je en récompense ?

ME ho salud gant respet
Oll sænt hac oll sænteset,
Ha c’houi Ælez eürus,
A so breman o repos
Er c’hloar eus ar barados,
Assambles gant Jesus.
C’houi so brema o velet
An tri ferson an Dreindet
En un Doue hepmuiquen,
Ha gant ar Verc’hes Vari
Ne cessot oc’h he veuli
En eê da virviquen.
Dreist ar re-all, ô Guerc’hes,
Va itron ha va mestres,
C’houi eo a saludan ;
Pa’z oc’h hon alvocades
Ha mam da Zoue memes,
Enoc’h en em fizian.
Ha c’houi, va Æl-Gardien,

A so bepret em c’hichen,
Me ho salud goude ;
Digacet oc’h d’am sicour
Ouz Satan hon adversour
Gant providanç Doue.
O sant Joseph, tad maguer
Da Jesus-Christ hor Salver
Ha pried da Vari,
Gant fizianç en ho merit
Quercouls hac en ho credit,
E teuan d’hoc’h enori.
Ouzpen a greis va c’halon
Hoc’h enoran, va faëron
Ha va maërones quer ;
Ha pa zougan hoc’h hano,
M’esper e viot ato
Favorabl em c’hêver.
D’ar fin gant humilite
C’houi a saludan ive,
Patron an escopti,