Ha me rin mez da Satan maleürus,
Hoc’h eus he benn flastret quer glorius.
Obtenit d’in abondanç a c’hraçou,
Evit gallout trec’hi an oll viçou ;
Accordit d’in ho penediction,
Ma rin ganti erfat peb action.
O va itron, me ho pe[d] [1] dreist peb tra,
Pa em guelot em amser diveza,
Ma sicourit en heur eus va maro,
Ma’z in gueneoc’h da veuli Doue ato. Amen.
PRofitapla fæçon a ouffac’h da choas evit en em recommandi d’ar Verc’hes ha d’he map Jesus assambles, eo en em acquita erfad eus a vreuriez ar rosera pehini so ur beden mental ba vocal, instituet gant sant Dominic en enor da Jesus-Christ ha d’he Vam santel, o recita pemzec digenes, da lavaret eo, pemzec gueich dec Ave, Maria, gant ur Pater araoc peb digenes, hac o vedita ar pemzec myster principal eus a vuez, hac a varo, hac a resurrection hor Salver hac he vam ar Verc’hes Vari.
Ar rosera-ma eus a bemzec digenez a so partajet en tri chapelet, ha peb hini anezo a gompren pemp digenes ha pemp myster, evel ma’z eo expliquet ama varlerc’h.
Ar c’henta so galvet ar chapelet a joa, abalamour d’ar joa a zigaças Map Doue er bed dre voyen he incarnation, pe veus a hini e vediteur ar mysteriou var bep digenes anezan. Lavaret vez ar chapelet a joa-ma evit goulen ar c’hraç d’ar bec’herien d’en em gonvertissa, abalamour ma vez ive ur joa bras en eê gant Doue hac he ælez o velet ur pec’her pe ur bec’heres epquen oc’h en em gonvertissa hac oc’h ober pinijen. An eil a so galvet ar chapelet a gueuz pe a souffranç, abalamouhr da gueuz ar Verc’hes var ar souffrançou [a] [2] bassion he Map, pere a gonsiderer var bep digenes