Indin bras oun da zont en ho presanç,
Evit ober deoc’h, Guerc’hes, va offranç ;
Mæs ho touçder eo a zeu d’am sacha
Hac an desir am eus d’ho servija.
Varlerc’h Doue ha va Autrou Jesus,
Me offr d’ec’h-hu, Itron garantezus,
Ar pez ma’z oun, va c’horf ha va ene,
Ha mouvamant an eil hac eguile.
M’ho choas hirio evit va alvocades
Evit va raam, va itron, va mestres,
Ha quement tra so em possession
A roan deoc’h tout hep resvation.
Eus a vrema bete fin va bues,
Etre ho tivrec’h, Guerc’hes, mam a druez,
En em strincan eus a greis va c’halon ;
Plijet gueneoc’h caout merci ac’hanon.
Grit ma illin, Guerc’hes, me ho supli,
Diouz bolontez ho Map en em regli :
Mirit na raen, na gomsen, na sonjen
Jamæs netra enep he c’hourc’hemen.
Ur propos ferm a ran, Guerc’hes Vari,
Bemde c’houlou hep faut d’hoc’h enori,
D’hoc’h imita em oll actionou,
Ha da gaout deoc’h recours em izomou.
Me brocuro ma viot c’hoas caret
Gant ar re-all couls a guenen bepret ;
Ha nep em eus dezâ da gommandi,
Me empecho ne zeuint d’hoc’h offansi.
Nepret, Guerc’hes, nepret n’ho tilesin,
Bete’r maro d’ec’h-hu mad e telc’hin ;
Gant fizianç vras en ho protection
Em bezo deoc’h ato devotion.
Santes Mari, mam santel da Zoue,
Recommandit dirazan va ene,
Oc’h ma receo a vrema da viquen
Etouez an nombr eus ho servijerien.
Ma frezervit diouz goall occasion,
Grit ma faezin peb seurt tentation,
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/194
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
An devotion d’ar Verc’hes.