Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
An devotion d’ar Verc’hes.

 

Ar c’henta person an Dreindet
He c’har eguis he verc’h quer,
Hас eguis e vam benniguet
He c’har an eil hor Salver ;
An drede ar Speret-Santel
He c’har c’hoas a dra certen,
Dre ma zeo he bried fidel,
Evei m’a oar peb christen.

Datа est illi Маriæ omnis potestas in сœlо еt in terrâ. P. Damianus. Ser. I. de Nativ.

O veza’ta consideret
Gant an Dreindet evelse,
Peb gallout en deus recevet
Hac en douar hac en eê ;
Ha mar deus da intercedi
Evit he servijerien,
E teu dezo da obteni
Ar c’hraç a gar da c’houlen.
Piou a vezo quen disoursi
Eveus he silvidiguez,
Na vezo’ta devot dezi
Endra chomo en buez ?
P’az eo ur voyen quer nerzus,
Evel m’hon eus disquezet,
Evit en em renta eûrus
Gant ar sænt ha sænteset.
Ha ma lavarer eo ur sin
E vezo un den salvet,
Pa vez devot d’ar Vam divin,
Ec’h aller couls lavaret,
Ma na vez quet devot dezi,
Eo sin e vezo collet ;
Pa’z ê guir penaus eo dreizi
Ec’h antreer en eürusdet.
Dre valer hac e neglijen
Va devotionou-all,
Biquen-horu-ma ne zilesen,
Pa ven memes un den fall ;
P’e stad bennac en em guefin,
Em bezo da Vam Doue