Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
An devotion d’ar Verc’hes.

Rac gant he Map eo enoret ;
Chenjet eo e garantez
He entraillou, p’ho deus douguet
Carantez Doue ivez.
A ur perz ar Verc’hes Vari
A so leun a vadelez,
Hac he deus c’hoant da brocuri
D’an oll ho silvidiguez ;
Hor mam gommun eo (gant enor
Galvet mam a drugarez)
P’en deus roet deomp ur Redamtor
Pehini ê hor buez.
Hi eo an intercessoures
Evidomp dirac Doue :
Hi ê hon guir alvocades,
Hac hor c’har muioc’h a-se :
Dreist peb tra mar he servijomp
Gant ur guir devotion,
Certen en deveus evidomp
Tenerroc’h affection.

Matrem, aut dubitare quis potest omninò in affectum caritatis transîsse Mariæ viscera, in quibus ipsa quæ ex Deo est caritas, novem mensibus corporaliter requievit. S. Bern. Serm. I. de Assumpt.

Chetu aman an desteni
A ro deomp a guement-se ;
Evidon-me sur, emezi,
Nep am c’har, m’ho c’bar ive :
Mæs piou a ouffe lavaret
Peguement a garantez
En deveus hi en ho andret,
Na peguer bras madelez ?
Eus a ur perz all ec’h illit
Cridi ez ê bras meurbet
Hac he gallout hac he c’hredit,
P’ê gant Doue quer caret ;
Hi pehini so bet choaset
Dreist an oll grouadurien,
Gant an eil ferson ar Dreindet,
En hi d’en em ober den.

Ego diligentes me diligo. Prov. 8.