126
Exerciçou evit ar Sacramanchou.
A deu gantâ pa vez ganet.
Rei a ra’r gonfirmation
Nerz deomp ouz an dentation
Ha da chom ferm en ho lesen
An despet d’hon adversourien.
Pinijen a lam ar pe-c’het
Goude’r vadiziant commetet,
Ouzpen ma’z eo ur remed cre
D’hon ampeich na bec’hemp arre.
Er sacramant eus an auter
Ema Jesus-Christ tout-antier,
Evit mezur hon eneou,
Ma crisqui enno he c’haçou.
Dre’n nouen e vez effacet,
Ar restadou eus hor pec’het,
Hac hon rent cre da soufr hor poan
Ha da resista ouz Satan.
Ha mar be profit hon ene,
E ro d’ho c’horf iec’het ive ;
Rac-se p’en em gueffomp goall glan,
|
E rencomp caout recours dezan.
Dre’n urz e vez grêt beleien
Da lavaret an oferen
Ha da sicour an dud fidel
Da vont d’ar vuez eternel.
Lacat a ra ar briedelez
Mal gant femel da gaout lignez,
Da rei dezo instruction
Ha da veva en union.
Chetu ase ar moyenou,
Mar roer deomp dreizo ar graçou
Hac a so bet instituet
Gant Jesus-Christ Salver ar bet.
Dre voyen ar sacramanchou
Ar frouez hac ar meritou
Eus he bassion benniguet
A vez d’hon ene appliquet.
Meulet ra viot, va Jesus,
Pa’z oc’h bet quen trugarezus
Da rei deomp quer bras moyenou
Da sauvetei hon eneou.
Allas, va Salver benniguet,
Ma n’ho pise instituet
Ho secramanchou preciua,
Ni a vise bet maleürus !
|