125
Var ar Pec’hejou hac ar Vertuziou.
Procuromp-en dezan :
Bevomp en chastete,
Oc’h en em zerc’hel pur
A gorf hâc a ene
Diouz peb pec’het impur.
Tec’homp diouz gourmandis,
Magueres ar viçou,
Bezomp sobr en peb guiz,
Ha iunomp aviziou :
Servijomp hor Salver,
O veza sourcius
|
Da ober hon dever
Hep beza diegus.
Va Salver benniguet,
Hep d’hoc’h n’ellomp netra ;
Dre ho craç, ni ho ped,
Ato d’hon assista,
Ma trec’himp ar viçou,
Ha ma c’hallimp goude,
Oc’h heul ar vertuziou,
Mont d’ho quelet en eê,.
Amen.
|
EXERCIÇOU DEVOT
Evit ar sacramanchou, dre voyen pere ec’h acquisitomp graç Doue, pehini so necesser deomp evit ober ar mad ha lesel an droug hon eus guelet a-ziaraoc.
Cantic var Sacramanchou an ilis
Pet so anezo, ha pe da dra e servijont deomp.
Var an ton : Christen, mar desirit ober.
N’Hon eus hon-unan ar challout
Na d’en em viret ouz an drouc,
Na da ober ar mad ive,
Hep ar sicour a c’hraç Doue.
Ar c’hraç a vez acquisitet,
O tostât eguis ma eo dlêt
Ouz sacramanchou an Ilis :
Rac-se ho disquit so requis
Brema’ta clevit an bano
|
Eus a bep-unan anezo,
Ha goude-se an effejou
A broduont en eneou.
Seiz int, so galvet badiziant,
Confirmation, sacramant
Eus an auter, ha pinijen,
Urz, priedelez ha nouen.
Ar vadiziant a rent an den
Buguel da Zoue ha christen
Oc’h he voalc’hi diouz ar pec’het
|