110
Exerciçou evit an Oferen.
Action a chraç evit trugarecat Jesus goude an Oferen, oc’h en suplia d’hon renta fidel en he servij epad an deiz.
M’Ho trugareca, o va Salver !
M’ho meul, va Autrou souveren ,
Da vezâ grêt d’in quer bras faver
Da assisla en oferen :
Ma n’am eus quet assistet enni
Gant an devotion requis,
Ho pedan ive d’am pardoni
Dre’r vertuz eus ho sacrifiç.
Me bed ho mam ar Verc’hes Vari,
An æles hac ar sænt eürus,
Da renta deoc’h gloar ha meuleudi
Evidon ato, va Jesus :
Meulet ra viot da virviquen
Eus ar faveriou admirabl
A zigacit d’ho servijerien
Dre ho sacrifiç adorabl.
N’em eus quet ho quiteet, va Salver,
Hep caout ho penediction,
Digant ar belec ouz an Auter,
Ma rin erfat peb action ;
Rac-se bremâ me ia gant fizianç
|
Elec’h ma fell d’ho polontez,
Evit labourat gant dilijanç
Da gontanti ho carantez.
Epad an deiz em bezo memor
Eus ar c’hraç am eus recevet
Da veza hirio, va Redamtor,
En hoc’h oferen assistet ;
Diouall a rin diouz an danjerou
Ha diouz peb seurt occasion
Da goll ar froez eus ho mysteriou
Hac eus ho penediction.
Hoguen me ho supli, va Jesus,
Dre veritou ho passion,
Grit d’in rebarb ato courajus
Ouz pep seurt goall tentation,
M’ho servijin gant fidelite
Hirio hac epid va buez,
Ha ma c’hilin ur eternite
Ho meuli gant ho sænt ivez.
Amen.
|