109
Exerciçou evit an Oferen.
Unan an deziou-mâ ivez. Am.
|
|
Va Jesus, hoc’h eus rejouisset
Hô Mam quer hac hoc’h ebestel,
Pa’z oc’h bet dezo apparisset
Gant ur gloar vras hac imortel;
Pa n’allan er vuez-mâ ho quelet,
Roït d’in an eur, me ho supli,
Gant ho sænt hsec ho Mam benniguet ,
Er vuez all d’ho contempli. Am.
|
Pa zistro ar belec ouz an assistantet, o lavaret Dominus vobiscum, Jesus a so apparisset d’he zisquibien o lavaret dezo ive : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h.
|
O va Jesus, ho poe’r vadelez
Da chom da rei instruction
D’ho tisquibien epad daouguent dez
Goude ho ressurection ,
Plijet gueneoc’h ato va c’helen,
Ma rin bepret ho volontez,
Hep terri jamæs nep gourc’hemen
Eus ho lesen a garantez. Amen.
|
Pa zeu ar belec d’ar c’hollectou d’an oræsonou diveza, Jesus a chom gant he zisquibien e spaç a zaouguent dez, goude ma voa ressuscitet, evit ho instrui.
|
O va Jesus, a so bet pignet
Gant gloar na triomph bras en eê
Dirac ho tisquibien benniguet,
Grit m’az aïmp-ni d’ho c’heul ive ,
Ha ma raïmp hon oll antretien
Gueneoc’h ha gant ho sænt eno,
O tisprisout [a]n [1] traou terrien ,
Pa na de hou-mâ ê hor bro. Am.
|
Pa zistro ar belec da lavaret Ite, Missa est, Jesus, goude beza lavaret d’he zis-quibien, iit da brezec an Aviel dre’r bed, a bignas en ho fresanç en eê.
|
Va Jesus, hoc’h eus bet digacet
Ar Speret-Glan d’ho tisquibien,
Pa edont assambles unisset
O perseveri d’he c’houlen ;
Grit ma teui gant he seiz doneson
D’ober em ene he zemeuranç,
Evit ma roi d’in en oræson
Hac er mad ar berseveranç. Amen.
|
Pa ro ar belec ar venediction en fin an oferen, Jesus a zigaç ar Speret Santel d’he zisquibien.
|
- ↑ Moullet : en.