c’hiz all, var ann dachen vrezel e pehini e kollaz ar prins Edouard ar victor hag he gurunen.
Ar prins Edouard, heritour ar Stuarded, en devoa dija gounezet diou victor gaer, var ar Zaozon ; hag eat e oa zoken e penn he Higlanderiz, beteg Derbi, tregont leo hepken diouc’h Loundrez, pa gollaz emgann Kulloden, ha gant ann emgann-ze, he oll esperans ha gwir ar Stuarded. Tra eston ! Diou victor euz ar re gaera n’ho doa ket gallet harpa na startaat gwir ar prins kalounek-se, memes e rouantelez Skos he vro, hag eun emgann dizeur, e pehini zoken n’ho devoa ket bet amzer he dud d’en em zifenn, a ra d’ezhan koll enn eun taol teir rouantelez hag he gurunen evit bikenn. Petra oa kaoz a gement-se ? He c’houarnour hen diskleriaz da Herri, var ar leac’h memes. Ann taoliou teod hag ann taoliou pluen a reaz muioc’h a zrouk d’ar Stuarded eget ann taoliou kleze. Tud fallakr ha difeiz a laboure pell a oa da zikrial ar wenn roeal-ze e sperejou ar bobl, hag ar bobl touellet, en devoa pridiri ha gozik aoun oc’h anaout ar prins Edouard evit roue. Gwir ha vaillantiz enn eur prins n’int ket awalc’h eta evit sevel eur gurunen gouezet, ret eo aoza d’ezhan ann hent euz ha bell, diskulia fallagriez he enebourien, dizlavarout ho geier, divanega daoulagad ar bobl, ha diskouez d’ezhan e pe du ema he vad gwirion. (Ar pez a zo c’hoant da ober el leorik-ma). Epad ma selle Herri ouc’h ann dachen-vrezel-ze, trist hag envoruz, eur c’hrenn baotr divar ar meaz a gennigaz d’ezhan daou volod a oa bet kavet eno doun ebarz ann douar. Ar prins ho c’hemeraz gand anaoudegez vad,