Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

Ra zeui pelloc’h ann dud dall ho-deuz da belleat da anzao ho fazi hag ho dislealded !

Eun deiz, da bobl, skuiz gant he zispac’hiou, a c’halvo, euz he holl galoun, eal-mad he zilvidigez. Gwelet e vezi neuze enn he greiz evel eun Eal a beoch hag a wir Frankiz.

Pobl touellet, anavez pelloc’h da vad gwirion ; anavez da vestr iaouank. Sell hepken out-han ; ha ma na gredez ket d’he vertusiou a grouadur, goulenn digant Mak-Gregor ar c’hoz ; goulenn digant ar vrezelidi-ma a rofe hirio ho goad evit eur prins n’ho deuz gwellet nemet eur weach, ha na welint mui taol-chanz. Ann earedigez koant anezhan, he ampartiz ho deuz skrapet ho c’halonou.

Krouadur brudet, kea gant da hent ; kount var zourn Doue ; mes kount ivez var-n-oud ha var da wir vignouned.

Mak-Gregor a varvo laouen hag euruz, mar klev lavaret oud digouezet er stad huel miret d’id gant Doue. »

Neuze ez ejont oll da ambroug ho hostiz iaouank, hag ar prins o kregi a gleiz hag a zeou enn ho daouarn kaled a astennent d’ezhan, a lavaraz d’ezho : « Kenavezho, tud vad, tud kalounek, na hellin mui birvikenn ankounac’haat Bro-Skos, ar merkou a garantez hoc’h euz roet d’in, ho deuz skrivet he hano enn douna pleg euz va c’halon, kenavezo ! »


————


Eunn dervez bennak goude kement-man, ann Duk a Vourdel en em gave var gad-lann Kulloden, pe er