Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

prizouniet enn-han gant he c’heniterv Elizabeth, hag euz a behini ne zeuaz er meaz nemet evit mont d’ar maro. Ar prins o klevout ann traou-ze a chenchaz liou eur pennadik, rak gouzout a rea e oa kemeret neuze he Vamm enn Naoned, ha kaset ivez d’ar prizoun da gastel Blai.

O kuitaat kastel Lochwen, ar prins a ie war-zu Dunkeld, gwechall ker benn rouantelez goz Kaledonia. Edo peuz-tost d’ar gear-ze pa glevaz o seni a-bell binviou ha kerniel-bombard e c’hiz ma zo er vro. Ann Higlanderiz a oant gwisket enn ho c’haera ; var ho fenn ho zokou brezel gwarniset a blun ; var ho diskouaz ho mintili marellet, ha diouc’h ho gouris ho c’hleze ken doujet hanvet klaimour. Arao-z-ho e kerze eun den koz ha meurbed enoruz, hanvet Mak-Gregor, a behini ar bleo gwenn hag ann tal huel a zigase sonj euz ar varzed a gane gwechal e pales Fingal. Neuze e c’hoarvezaz eno eunn taol-arvest hag a dennaz daelou euz a veur a lagad. Chetu penaoz e oa great ann dro. Mak-Gregor a oa bet en em gavet gand ar c’hrouadur epad ma edo hema o sellout gand aked ouz al lammou dour a zo e kichen Dunkeld, hag a ra, o koueza, eun trouz solenn ha spountuz. Dremm vad ar c’hrouadur hel lekeaz souezet, hag e c’houlennaz piou e oa. Kentiz ha ma klevaz en devoa dirak he zaoulagad heritour ar Vourboned, ar wenn vraz anavezet e pevar c’horn ar bed, e redaz a benn-kaer da eur stroll Higlanderiz a oa oc’h ober eur fest e kichen eno, da lavaret d’ezho piou en devoa kavet. Goulenn a reaz ha na oa ket mad enori e persounach ar c’hrouadur-ze ar wenn huel-ze a rouaned, mignouned a viskoaz da Vro-Skos, ha