Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

kaer ha ken stard ma vijent lekeat enn ho frankiz, ken a oe ret-mad rei he c’houlenn d’ezhan. Divroet he-unan e kave d’ezhan beza great eun taol kaer o kas evel-se he gen-zivroidi d’ho bro. Abaoue ma eo deuet da Holy-Rood, pet gwech n’en deus-hen ket digemeret ha sikouret e pep giz martoloded Gall taolet var ann aochou-ze, ha kollet gant-ho ho listri hag ho madou. Pa n’en divije mui netra da rei, e keste evit-ho. Ann dud keiz-se a gimiade out-han ann daelou enn ho daoulagad, ha kant sonjezon enn ho spered. Envori a reant, hep mar, var ar vadelez a Zoue pehini e devoa kaset d’ar broiou pell-se pensead eur revolusion, evit digemerout ha frealzi penseidi ar mor.

Chetu ama eun dro-vale gaer a reaz Herri e bro ann Higlanderiz, e mis gouere 1832. Ann higlanderiz a zo eur bobl-tud kalounek euz a vro Skos var-zu ar zao heol anezhi, ha brudet braz dre ho fealded a-wechall da wenn roeal ho rouaned koz, gouenn ar Stuarded, didronet ivez brema ’z euz kant hanter kant vloaz gand ar re a ren hirio e Bro-Zaoz ; Bruded dreist pep tra dre ar brezeliou kaer a rejont evit esaat lakaat var dron he dud koz ho frins iaouank Edouard, berad diveza euz ar goad Stuard, evel ma eo brema hon Herri-ni ar vronsen diveza euz ar wenn Bourbon, kenta brank.

Ar gentel genta a gavaz ar prins var he hent, a oa roet d’ezhan gand Mari-Stuard, ar rouanez vad-se, savet gan-e-omp e Frans, bet rouanez var-n-omp, hag a ouelaz ken dourek pa renkaz hor c’huitaat. Koz-vogeriou kastel Lochwen a zigasaz sonj d’ar prins euz a walleuriou ar rouanez geaz-se pehini a oa bet