hini a oe ma vije raktal, hag hep ehana, great beac’h var ann dispac’hiou anavezet, hag ivez var ann holl vreurieziou kuzet, pere a oa bet, nevez a oa, barnet, koundaonet hag harluet gand holl rouantelesiou ann Europa, ia chetu petra oa da ober. Hogen pa oe digoret ann enklaskou, e oe kavet, etouez ann dispac’herien, meur a gannad euz a gampr ar gannaded, evel ann aotrou de Lafaïet... petra da ober ? Mont da benn gand ar prosez a oa dleet, hep espern den ebed ; rak eunn dra disleal hag a wall skouer eo gwana ar fellerien vihan, ha lezel ann dorfetourien vraz. Hogen ann dra-ma a rear re alies siouaz ! ha bepred gand koll evid ann urz vad, rak na c’hounezeur gwech ebed netra oc’h espern ann dud fall. Evel-se ann aotrou de Lafaïet, dibreder hag e peoc’h he-unan, a skrive da strollou ar vreuriez en em zevel holl a enep ar Vourboned, war he lavar, ann dispac’h a oa neuze ar santella euz ann holl zleadou. Hag epad ma kouske de Lafaïet, didrouz enn he vaner, ar vreudeur munud a oa taolet a strolladou er prizoniou, ha lod anezho zoken a gase ho fennou, var ar staliou-laz (var ar chafot). Ar c’houarnamant a espernaz evel-se meur a weach mistri ann dispac’herien, o sonjal ho gounit ; ha pa dall ne deuent nemet hardisoc’h enn he enep. Ann dud fall n’euz netra da c’hounit gant-ho. Ma vije bet krennet ho ivinou d’ar pennou braz-se euz al liberaled, anavezet mad enn diou gampr hag e leac’h all, dispac’h dizeur 1830 ne vije ket c’hoarvezet.
Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/24
Neuz