euz al liberaled, a rea ar gwasa ma hellent evit hegasi Ministred ar Roue, ha tamallout he gaou holl oberiou ar c’hournamant. Dispac’hiou a zave stank-ha-stank dre ar rouantelez, ha dreist pep tra er c’heriou braz. Ret e oa dougen lezennou eun tammik garo, evit kabestra ar badennadou-tud diroll-ze ; ac’hano klemm ha kri forz aberz al liberaled. War ho meno, ar vamm-lezen (la charte) a oa taolet a gostez, ha frankisiou ar vro a oa war var da veza lammet digant-hi. Ann dud fur hag eveziek a wele hag a lavare awalc’h penaoz ann enebiez pennaduz-se enep ar c’houarnamant a zeue euz a eur vreuriez kuzet a dud fallakr pere a hanvet karbonari. Ar vreuriez-se a oa skignet dre ar c’heriou brasa, hag ar pennou anez-hi a oa zoken e kampr ar pared, e kampr ar gannaded, ha beteg e pales ann duk a Orleann. Evel-se pa felle da vignouned ar Roue diskulia d’ar c’houarnamant ar vreuriez kuzet-se hag he labouriou ganaz, al liberaled o zave ho mouez da nac’ha, ha da lavarout penaoz ann dra-ze ne oa nemet geier, savet evit kas da goll eur rumm dud, var zigarez ne oant ket servicherien touet da vinistred ar Roue. Hogen divezatoc’h, pa int deuet a benn euz ho zaol, al liberaled-se, ho deuz anzavet mad ho breuriez kuzet, hag en em fougeet zoken e 1830 da veza labouret e kuz, epad pemzek vloaz da ziskar ar Vourboned.
Koulskoude kement a zispac’hiou savet evel var eun dro dre ar rouantelez, a enkreze ar c’houarnamant. Ret mad a oa dismantri dioc’h-tu ar bandennou a oa dindan ann armou, ha mirout na zavje re all. Ministred ar Roue a zalc’haz ti-kuzul, ha menoz pep