Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

brivilachou, euz eur Roue ha na c’houzanv nag ali, na relijion ebed nemet he hini ; nag a bet tra c’hoaz, ann deok, dalc’hou ann dudchentil pe ar feodach, ann aneriou pe ar c’horveou, ha kant tra all n’euz mui hano anezho, daoust d’ar gheier-ze skignet gant tud fallakr ha divez, nann, na laoskinn ket difframa a-dre va daouarn banniel Herri Pevar, banniel Francès Kenta euz ann hano, banniel Jann D’Ark.

Gant ar banniel-ze eo bet savet rouantelez Franz, gant-han ho deuz ho tud koz, hag enn ho fenn va re-me, gounezet ann Alsas-se hag al Lorrèn-ze, euz a bere ar garantez hag ann esperanz da zistrei davedomp, a zisc’hlac’har ac’hanomp e kreiz hor goalleuriou.

Ar banniel gwenn eo a drec’haz al laeroun-vor, hag ann dud hanter-c’houez enn Aljeri, e peleac’h eo bet gwelet kenta taoliou kaer Prinsed va lignez ; hen eo a drec’ho c’hoaz ann danerien hag ann dud hanter-c’houez a c’hourdrouz hirio trei ar bed-ma war he du ghin.

Hel lakaat a rinn, heb aoun, etre daouarn hor zoudarded kalounek, n’eo bet guelet morse, her gouzout a reont, nemet war hent ann enor.

Roet eo bet d’in, evel eun dra sakr da viret, gant va zad koz Charles Dek, o vervel enn harlu ; he garet am euz ato evel ar zonj euz va Mamm-bro pell diouz-in. War va c’havel eo bet war nij, va bez dindan-han a zisheolio.

E touez plegou gloriuz ar banniel didach-se e tigasinn d’ehoc’h ann urz vad hag ar frankiz.