int, micherourien vad ar c’heariou, hag ann dud divar ar meaz ? o velet ho buez tenn eo bet ato diez va spered, ha va studi muia-karet a zo klask ann tu da wellaat ho stad.
Bro-C’hall dizaouzanet dre walleuriou ha n’ho deuz bet biskoaz ho far, a zesko ne zistroer ket d’ar wirionez o kemer eun eil fazi, ha ne dec’her ket dre droidelerez diouc’h eul lezen hag a zo lezen Doue : Gwir ann tad a dremen d’he vugale.
Ar vro am galvo, hag e teuinn d’ezhi gant va c’harantez, gant va c’hreden, gant va banniel.
Divarbenn ar banniel-ze ez euz bet komzet a zivizou ha na hellann ket rei va grad d’ezho.
- Fransizien,
Prest ounn da ober pep tra evit sikour va bro da zevel diouc’h he c’hollou, diouc’h he revin, ha da ghemeret adarre he renk ebarz er bed ; eur zakrifiz hep ken a zo ha na hellann ket hen ober evit-hi, ar zakrifiz euz va enor.
Bez’ ez ounn ha bez e vezinn den va amzer, ha meuli a rann a greiz kaloun, ann traou kaer a zo bet great e doug ar c’hanved-ma ; ha daoust dindan pe vanniel e kerze hor zoudarded, ounn bet estlammet gant ho gounidou, hag em euz trugarekeat Doue evit ar c’hloar nevez a daole ho vaillantiz var vrud goz va bro hag ho hini.
Fransizien, arabad eo eve etre c’houi ha me na drouk-entent na sonj kuzet.
Nann, dre’n abek ma ho devezo tud dizisk, tud re vuhan o kredi, tud a feiz fall, komzet d’ehoc’h euz a