Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

kannad ar Pab a zalud anezhan, och he c’hervel Krouadur ann Europa. Lamartin ar barz huel kuzuliet enn he wersiou, her galv Krouadur ar burzud ; ha Victor Hugo a ziougan he vuez da zont enn eul lavarout :

Enor d’ar vronsen c’hlaz a zeui da gef d’he zro !

Ma oa braz al levenez, ann estlamm a oe brasoc’h c’hoaz, pa oe klevet petra e devoa great ann Dukez a Verri. Ann dud fall na ehanent da zevel geier, ha da hada gwall vrud etouez ar bobl diwarbenn ar c’hinivelez-se. — Oh ! ia, eme-z-ho, eur mab a vezo, na petra ’ta ? Bemdez e kaseur d’ar pales eur bugel nevez-ganet, ha pa vo gwillioudet ann Dukez, e vezo diskouezet hen-nez d’eomp... — Mad, ann Dukez kalonnek, o veza lekeat he c’hrouadur er bed, na lezaz ket trouc’ha d’ezhan ar gorden-vegel, ken na oe deuet eno testou a berz ann tri rumm dud. Ar Maréchal Suchet, liberal, a zigouezaz ar c’henta ; « Marechal, eme ann Dukez d’ezhan, gwelout a rit ema c’hoaz ar c’hrouadur stag ouz in ; nem euz ket gouzanvet e vije trouc’het ar gorden-vegel d’ezhan araok ma vijac’h digouezet. » Ar Marechal de Coigni, gwardou nasional, ha kalz re all a welaz ann dra-man, hag o deuz douget testeni anezhan.

Mad e devoa great ann Dukez ; rag eur pennadik goude ma oa gwilioudet, e tigouezaz ann Duk a Orleann d’he gwelout, gant he bried, hag he c’hoar ann demezell Adelaïd. Hah hou-ma a lavaraz : « Goude holl, ne oa test ebed... » Eun aotrou, pehini a oa a dre he c’hein, a respountaz d’ezhi seac’h