touned en em lekeaz e diou renk etal dor he di, evit he zaludi pa bignche enn he garrons. Eur vouez euz a greiz ar foul o veza laosket ar griaden a garent kement, ar Vretouned na leverjont grik. « Ah ! aotrou, eme unan anezho da eun den a ioa a-dre he gein, ret eo e ve braz ar zentidigez gan-eomp, pa n’hor beuz ket respontet d’ar griaden-ze ker c’houek d’ar galoun. »
Eun Allamant souezet o sellet ouz dilladou espar bugale ann Arvorik, a c’houlennaz digant unan anezho ha Gall e oa ? « Ia, eme ar Breizad, Gall ounn er broiou estren, ha Bretoun e Bro C’hall. » Setu eur gomz hag a ziskouez ar Breizad soun he benn.
Ar C’hont a Chambord a vennaz rei eul lein vraz d’ar Vretouned abarz ma tistrochent d’ar gear. D’ann dessert e teuaz ebarz er zal ma oant oc’h taol enn-hi. Ar c’halonou a lamme, ann daoulagad a verve ; mes den na lavaraz ger. Ar Prins a vousc’hoarze, sonj en devoa euz he c’hourc’hemen. Goude beza komzet eur pennadik out-ho gant frankiz ha karantez, e krogaz enn eur weren : « Mignouned, da iec’hed Bro-Franz. » Ann teodou a oa diliammet : « Da iec’hed Bro-Franz » eme ar Vretouned gant ho mouesiou nerzuz. Teir gweach e oe douget ar iec’hed, ha teir gweach e oe respontet gant ar memes nerz.
Ar Vretouned a c’houlennaz pep hini he weren da gas gant-han d’ar gear. Unan zoken a c’houlennaz hini ar Prins, evel eun dra hag a vije tenzor ar vro. Petra ’ fell d’e-hoc’h ? ar Vretouned a zo tud avizet mad e kenver ann amzer da zont. Var ho meno, eun